Degemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan Breizh
Enklask 

Brezhoneg |  Franēais  
 D'ar meurzh 25 a viz Gouere - S. Gwengalon Kinnig |  Ar c'helenn |  Ar stummadur |  Pleustrek  
Takad an izili
Emezelañ
 
Mont e-barzh :
  Postel
  
  Ger tremen
   
Diwan Breizh
Kinnig

Ar c'helenn

Ar stummadur

Pleustrek

Nevezinti
Diwan Breizh

Ar skolioł :

Raktresoł ar skolioł nevez

Keleier an deiz
Mouchig-Dall

Bleu Breizh Izel

Radio e bzg


Kentelioù brezhoneg















 
 AMAÑ EMAOC'H > Degemer > Ar c'helenn

Buhez ur skol  

An AEP : kevredigezh tud ar vugale.

En AEP (Association d'Education Populaire) e vez bodet holl dud skolidi ur skol.
Gant statud lezenn 1901, e vez dilennet bep bloaz gant an emvod meur ur c'huzul-merań; gant hemań 'vez anvet ar burev.

Organeg merań an arc'hant ha kevredigezh oc'h ober evit tud ar vugale eo an AEP. Stag eo ouzh ar c'hevread Diwan Breizh a zo ar sez anezhań e Landerne. En em ouestlań a ra neuze da gas arc'hant da z/Diwan Breizh (frejoł hollek)
Evel organeg merań , pep AEP :

  1. ra evit tud ar vugale an AEP.
  2. ver arc'hant ar skol.
  3. zo e karg eus an darempredoł gant ar strollderioł hag ar pennoł dilennet a-benn difenn mad ar skol evel-just hag hini Diwan-Breizh da heul.
  4. ro brud d'ar skol en diavaez.
  5. ro he skoazell d'ar skolioł n'o deus ket a guzul skol, evit sevel raktresoł (PAE, klasoł dizoleiń ...) asambles gant ar skolaerien.
  6. ra evit ma 'z afe mat ar skol en-dro (aveadurioł, dafar skol, kempenn al lec'h....).
  7. a c'hell diouzh an arc'hant zo ganti, implijout tud n'int ket skolaerien (skoazellerezed, diwallerezh, kantin....).

Implijet e vez ar skolaerien gant Diwan Breizh ha tamm-ha-tamm gant ar Stad avat. N'he deus neuze an AEP droed ebet war ar skolaerien; dieub eo ar re-mań evit dibab o doare-kelenn, en ur zoujań ouzh reolennoł Diwan ha sturiennoł ofisiel lakaet e talvoud.

Diwan-Breizh

Ar c'hevread an hini eo a zo stag outi an holl gevredigezhioł a ver ar skolioł Diwan e Breizh : 30 skol vamm, 28 skol kentań derez, 4 skolaj hag 1 lise.

Merań a ra Diwan-Breizh e darempred gant an Deskadurezh Stad ar skolaerien er skolioł, skolajoł hag el lise.

Meret eo Diwan-Breizh gant ur C'huzul Merań, an izili anezhań a zo dilennet da geńver an emvod meur bloaziek gant dileuridi ar skolioł ha gant re ar skolaerien. Anvet eo bet goude ur burev gant ar C'huzul-se, anezhań lodenn-oberiant ar gevredigezh a anv d'e dro ar Prezidant, Andrew Lincoln en degouezh-mań.

Budjet Diwan a dalvez bremań da baeań ar skolaerien n'int ket kemeret e karg gant ar Stad, da reiń dezho stummadur dibaouez, da baeań frejoł mont en dro.

Kaout ur statud publik rannvroel ha bezań anavezet e sistem pedagogel eo goulennet gant Diwan. Padusted Diwan zo e dalc'h gant an arc'hant roet gant izili ha mignoned dezhi.

En ur c'hevread e c'hell skolioł eus un hevelep departamant en em vodań asambles. Aesaat al liammoł gant Diwan-Breizh eo pal ar c'hevread da gentań ha kreńvaat al labour graet a-gevret gant skolioł ar departamant goude. En doare-se e vo lakaet asambles skiant-prenet pep skol hag aesoc'h e vo reiń ur skoazell da c'houlennoł ar skolioł.

Ar c'homite skoazell.

Tud ar vugale ha mignoned Diwan a gaver er c'homiteoł skoazell a oa bet krouet evit skoazellań an AEPoł da zastum an arc'hant ret evit mont en-dro ar skolioł. Aozań festoł-noz, abadennoł sonerezh, predoł, gouelioł, gwerzhań levrioł ..... : ezhomm o devez ar c'homiteoł skoazell harp an holl dud : degemeret 'vo laouen an holl re o do c'hoant evit ijinań ur skritell bennak pe fardań krampouezh da skouer. Un dro vat evit ar re nevez deut da anavezout ar familhoł all, d'en em lakaat e buhez ar skol ha bezań efedus war un dro.

Perzh ar familhoł.

Hervez reolennoł karta Diwan, eo digoust ar skolioł evit ma vefe posupl da bep familh skoliata he bugale e brezhoneg. Ezhomm he deus Diwan koulskoude eus kenober an holl : dre an arc'hant evit ar re a c'hell (treuzvankadenn viziek, roet a youl vat gant an darn vrasań eus an dud hervez o gopr. Kement hini ro pezh a gar, 20, 50, 100 lur pep miz) ha dre labourat evit ar c'hevredad : labourioł an AEP pe Komite Skoazell, kemer perzh e labourioł pennframm kevread Diwan Breizh (sellit ouzh ar pajennadoł-kreiz), kendalc'hioł, bodadoł, komiteoł evit krouiń stalioł nevez (skolioł, skolajoł). Ur c'hevread eo Diwan : ret eo dezhań kaout kenober an holl evit kas e raktresoł da benn ha reiń d'hor bugale doareoł eus ar gwellań evit o deskadurezh.

Darempredoł skolaerien / tud ar vugale.

Ouzhpenn al liammoł hiniennel gant ar familh-mań-familh, e vez ret da bep skolaer aozań bep tri miz un emvod pedagogel gant holl dud bugale e glasad. Darempredoł 'vez ingal etre Burev an AEP ha skipailh ar skolaerien. Kuzulioł ar skol a vez savet ivez bremań.

Ar C'huzul Skol a zo un organeg eskemm eus ar skol a vod enni pep elfenn anezhi :ar skipailh pedagogel, dileuridi dud ar skolidi ha re ar skolaerien, anvet gant o re a-hed an trimiziad kentań.

Pal kuzul ar skol eo ober kendivizoł war buhez ar skol, lakaat e pleustr ar reolenn diabarzh, degemer raktres ar skol hag all.

Pennrenet eo gant Renerezh ar skol hag en em vodań a ra ur wech an trimiziad d'an nebeutań.



WebMaster  | Degemer  | Enklask 
Copyright © 2001 Diwan Breizh. Pep gwir miret strizh.