Degemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan Breizh
Enklask 

Brezhoneg |  Français  
 2017-04-05 12:23:31D'ar meurzh 25 a viz Ebrel - S. Marc'h Kinnig |  Ar c'helenn |  Ar stummadur |  Pleustrek  
Takad an izili
Emezelañ
 
Mont e-barzh :
  Postel
  
  Ger tremen
   
Diwan Breizh
Kinnig

Ar c'helenn

Ar stummadur

Pleustrek

Nevezinti
Diwan Breizh

Ar skolioù :

Raktresoù ar skolioù nevez

Keleier an deiz
Mouchig-Dall

Bleu Breizh Izel

Radio e bzg


Kentelioù brezhoneg















 
Erru eo keleier niv 24/Le Keleier n° 24 est arrivé
jd - 05/04/2017



Pennad-stur - Edito

Kendalc'h Diwan : ul lec'h deskiñ, eskemm ha prederiañ asambles
D'an 29 ha d'an 30 a viz Ebrel e vo Kendalc'h Diwan aozet e Plañvour, e tal an Oriant. Un degouezh a erru bep daou vloaz evit bodañ holl izili ar rouedad Diwan
Marteze e soñj deoc’h ez eo graet ar c’hendalc’h kentoc’h evit an dud o defe c’hoant plediñ gant kuzul merañ Diwan, ha ne vefe ket evidoc’h ? Tamm ebet ! Pal ar c’hendalc’h a zo just a-walc’h aozañ ur prantad darempred etre an holl izili. C’hwi hag a zo o labourat bemdez evit kas war-raok ho skol, skolaj pe lise, pe e vefec’h mamm, tad, implijad, ezel ar c’huzul skoazell, profour… C’hwi a c’hell profitañ eus an daou zevezh-mañ evit eskemm gant an izili all, rannañ ho skiant-prenet ha profitañ eus hini ar re all war an dachenn-mañ-tachenn, diskoulmañ ar c’hudennoù a vefe en ho skol o kemer harp war an diskoulmoù bet kavet e skolioù all… ha kompren gwelloc’h petra eo Diwan ha penaos ez a en-dro ha war-raok.
Preder a-stroll ha demokratelezh
Evel-just e c’hellfe ar c’hendalc’h bodañ hepken 1 pe 2 ezel eus pep skol, hep ma vefent holl aze zoken… ha divizout war dazont ar gevredigezh. Reizh e vije da geñver ar statudoù… met er mare-mañ pa vez gwelet e peseurt enkadenn don emañ an demokratelezh, na lezit ket « ar re all » divizout evidoc’h ! Deuit da gemer perzh en eskemmoù hag en divizoù ! Nerzh a vo tapet ganeoc’h ivez o c’houzout n’oc’h ket un dornad tud hepken e karg eus un AEP o tougen ur skol Diwan.
Dilenn tud evit sturiañ Diwan en daou vloaz o tont
Daoust m’eo bet cheñchet ar statudoù nevez ‘zo evit lemel an emvodoù meur dre vro hag a oa pounner da aozañ evit ar skipailhoù lec’hel, en deus fellet d’an izili derc’hel da zilenn un hanter eus ar verourien dre vro hag an hanter all gant holl izili ar c’hendalc’h. Kement-mañ a zo graet evit kaout merourien eus pep lec’h e Breizh. Hag a-bouez eo an dra-se rak disheñvel eo stad an traoù eus ur vro d’eben. Daoust da c’houlenn ar familhoù evit ar skolioù bezañ kreñv e pep lec’h e Breizh, ha d’an holl skolioù bevañ gant ar memes prinsipoù ha talvoudoù, eo ret kemer e kont da vat kudennoù pep tachenn evit gellout o diskoulmañ. Ha piv, gwelloc’h eget tud an dachenn, o vezañ bet oberiant er skolioù, a vefe barrekoc’h ? Den !
Servij an holl
E-pad an 2 vloaz diwezhañ ez eo bet savet reolennaoueg diabarzh ar skolioù,
azasaet binvioù all evel : dibab an deiziadur, eilproduioù, emezelet ar rouedad ouzh ur sistem ober prenadennoù a-stroll, savet ur strollad labour war al lec’hienn web… Evit kenderc’hel gant an hent-se avat eo ret kaout tud oc’h eskemm hag o kendivizout evit gellout krouiñ binvioù dibar a servijo d’an holl. Re alies e vez klevet ne ra ket Diwan a-walc’h pe e rankfe Diwan ober an dra-mañ-tra… Met evit krouiñ eo ret kenlabourat a-stroll ha pas gortoz e teufe pep tra prest. Daoust ma n’eo ket aes ez eo entanus ivez evit an izili sevel binvioù ha reolennoù an dazont.
Pouez an darempredoù diavaez
Seul vuioc’h a izili Diwan o kemer perzh er c’hendalc’h, seul vui a dud kelaouet evit daremprediñ an dilennidi : tiez-kêr, departamantoù, rannvro. Rak ma vez graet o seizh gwellañ gant izili ar c’huzul-merañ hag an implijidi evit ambroug pep skol, skolaj hag al lise, ne c’heller ket bezañ e pep lec’h war un dro. Da bep ezel eta da vezañ emskiantek eo pouezus kemer perzh er c’hendalc’h.
Congrès Diwan : apprendre, échanger et réfléchir collectivement
Les 29 et 30 avril, à Ploemeur près de Lorient, le congrès Diwan, qui a lieu tous les deux ans, accueillera les membres du réseau Diwan.
Peut-être pensez-vous que le congrès s’adresse plutôt à ceux qui souhaitent s’investir dans le conseil d’administration du réseau Diwan, que ce n’est pas pour vous ? Pas du tout ! L’objectif du congrès est au contraire de permettre à tous les membres d’échanger. Vous qui travaillez quotidiennement pour le développement de votre école, collège ou du lycée, que vous soyez parent, employé, membre d’un comité de soutien, donateur… Vous pouvez profiter de ces deux jours pour discuter avec les autres membres, partager vos expériences respectives, résoudre les difficultés qui peuvent se présenter dans votre école en vous inspirant des solutions mises en place dans d’autres écoles… mieux connaître Diwan et savoir comment le réseau fonctionne.
Réflexion collective et démocratie
Bien sûr, le congrès pourrait ne regrouper qu’un ou deux membres de chaque école, et sans qu’elles soient forcément toutes représentées… et décider de l’avenir de l’association. Cela serait d’ailleurs conforme aux statuts de Diwan… mais en ces moments de crise profonde de la démocratie, ne laissez pas « les autres » décider pour vous ! Participez aux échanges et aux décisions. Vous en ressortirez plein d’énergie en constatant que vous n’êtes pas qu’une poignée de gens dans une AEP qui porte seule une école Diwan.
Élire les pilotes de Diwan pour les deux ans à venir
Même si de nouveaux statuts ont récemment été adoptés qui ont supprimé les assemblées générales de pays qui étaient compliquées à organiser pour les équipes locales, les membres de Diwan ont tenu à maintenir l’élection de la moitié des administrateurs par « pays » et de l’autre partie lors du congrès. Cette décision affirme la volonté de Diwan d’être représentée par des gens venant de toute la Bretagne. Un principe fondamental car les situations ne sont pas les mêmes d’un « pays » à l’autre. Même si les familles travaillent pour que les écoles soient solides partout en Bretagne, et bien que toutes les écoles Diwan vivent quotidiennement selon les mêmes valeurs et principes, il faut prendre réellement en compte les difficultés de chaque territoire pour arriver à les surmonter. Et qui mieux que les gens de terrain, actifs dans les écoles, pour les résoudre ? Personne !
Au service de tous
Pendant les deux dernières années, un règlement intérieur commun à toutes les écoles a été élaboré, d’autres outils adaptés ont été proposés : protocoles choix du calendrier, produits dérivés, adhésion à un système d’achats groupés, création d’un groupe de travail « Site Internet Diwan »… Afin de continuer sur cette voie, il faut que les gens puissent se rencontrer et échanger pour créer les outils dont Diwan a besoin et qui serviront à tout le réseau. Trop souvent on entend que Diwan ne fait pas assez, qu’on devrait faire ceci ou cela… Mais il faut inventer des nouvelles solutions adaptées à Diwan et pour y arriver il faut que tous les membres du réseau travaillent ensemble et ne pas attendre que tout arrive prêt à l’emploi. Même si cela n’est pas toujours aisé, il est enthousiasmant de créer les outils et les règles de l’avenir.
L’importance des relations extérieures
Plus il y aura d’adhérents Diwan à participer au congrès, plus il y aura de personnes informées et à même d’aller à la rencontre des élus : locaux, départementaux, régionaux. Car si les membres du conseil d’administration et les salariés font tout leur possible pour accompagner chaque école, collège et le lycée, il n’est pas possible d’être partout à la fois. À Chacun de voir l’importance de participer au congrès.


Stéphanie Stoll
prezidantez@diwan.bzh

Roll ar pennadoù/Listes des articles

Keleier ar rouedad - La vie du réseau

- Raktres skol Diwan Ploermael : degemer mat er rouedad !
Projet d’école Diwan dans le pays de Ploermel : bienvenue dans le réseau

- Kuzul merañ Diwan : « deuit evel ma ‘z oc’h ! »
Conseil d’administration Diwan : « venez comme vous êtes ! »

- 40 vloaz Diwan

- An dorioù digor : ur mare dibar evit diskouez ar soubidigezh !
Les portes ouvertes : le projecteur sur l’immersion !

-Reiñ c’hoant mont da skolaer Diwan !
Donner envie de devenir enseignant Diwan !

- Skol Diwan Sant-Brieg : krouiñ, eus ar skrid d’ar son…
Ecole Diwan de St-Brieuc : créer, de l’écrit à l’oral…

- Pennek ar brezhoneg
Le défi en langue bretonne

- 1, 2, 3…40 : skol Diwan Gwitalmeze a lanso 40 vloaz Diwan
1, 2, 3… : L’école Diwan de Ploudalmézeau donne le « la » aux 40 ans de Diwan

- Loreadeg al liseoù 2016 : Diwan e penn ar renkadur
Palmarès des lycées 2016 : Diwan en haut du classement

Arc’hant ar rouedad - Les finances du réseau

- Tombola 2017 : deomp dezhi !
Tombola 2017 : c’est parti !

Labourat gant Diwan - travailler à Diwan

- Emañ ar rouedad o tuta !
Le réseau Diwan recrute !

- Kelenn - Gwengolo 2017 : stummadurioù dibar evit micherioù ar c’helenn
Septembre 2017 : des formations uniques pour les métiers de l’enseignement

Labourat gant Diwan - travailler à Diwan

- Kampoù vakañsoù e brezhoneg gant an UBAPAR
Camps de vacances en breton avec l’UBAPAR

 
 
Da welout ivez
  • Pennadoù diwar Diwan
  • Pennadoù digant jd


    An hini lennetañ diwar-benn
    Diwan:

    Diwan, hiziv


    Pennadoù diwezhañ diwar-benn
    Diwan:



    Pajenn evit moullañ  
  • Displegoù :



    WebMaster  | Degemer  | Enklask 
    Copyright © 2001 Diwan Breizh. Pep gwir miret strizh.