Degemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan Breizh
Enklask 

Brezhoneg |  Français  
 2016-07-04 10:27:48D'ar meurzh 25 a viz Gouere - S. Gwengalon Kinnig |  Ar c'helenn |  Ar stummadur |  Pleustrek  
Takad an izili
Emezelañ
 
Mont e-barzh :
  Postel
  
  Ger tremen
   
Diwan Breizh
Kinnig

Ar c'helenn

Ar stummadur

Pleustrek

Nevezinti
Diwan Breizh

Ar skolioù :

Raktresoù ar skolioù nevez

Keleier an deiz
Mouchig-Dall

Bleu Breizh Izel

Radio e bzg


Kentelioù brezhoneg















 
Arru eo Keleier 22!
lrn - 04/07/2016

Le Keleier 22 est arrivé!

Pennad-stur - Edito Keleier 22

E Diwan ez eus kement a dra ma c'hell lakaat ar penn da dreiñ. Lakaomp e nevez amzer 2016. E fin miz Ebrel eo bet kemmet hor statudoù hag hor reolennaoueg diabarzh en emvod meur e Brest. Trugarez d'ar c'hant den bennak daet. A drugarez dezhe omp daet a-benn da dapout ar c'horum.

War un dro e rede tud e Breizh. E-pad eizh noz hag eizh deiz. Etre Sant-Ervlan ha Lokoal-Mendon o tremen e pep lec'h. Ur Redadeg a 1700 km gant milieroù a dud a youl-vat hag a-benn ar fin, 1769 km gwerzhet! Fiskal!

E-pad an amzer-se e kendalc'h buhez ar gevredigezh hag ar vuhez-skol gant o hentoù. Pep hini a ra ar pezh a ouia ober hag ober a ra mat anezhañ. Abadennoù gant ar c'huzulioù skoazell, dorioù digor, troiadoù pedagogel, kenstrivadegoù studieren Kelenn... Er c'hentañ derez e vo krouet ur skol e Sant-Ervlan ha skol Ar Meziaer a yay da (g)Wipedel, 12 km ac'hanen. En eil derez e vo dilojet skolaj Mor-Bihan ha skolaj Liger-Atlantel. E plijidi e vo degemeret 80 bugel e 6ved klas, 23 muioc'h eget ar bloaz-mañ. Ur c'hresk a-feson! Er rouedad a-bezh e vo degemeret 240 bugel ouzhpenn en distro-skol, da lavarout eo, tost 6% a gresk.

Arabat fringal betek re avat rak d’an ampoent ma peurechuomp ar gazetenn-mañ emaomp atav o klask war skolaerien ha kelennerien. Daoust ma vez stummet gant Kelenn bep bloaz un dek bennak a studierien war ar master kelenn ez omp bep hañv lakaet diaes gant an diouer a skolaerien. D’an distro-skol e vo ret kaout ur skolaer e pep klas, setu bremañ hor pal da seveniñ.

Ouzhpenn da se emaomp o paouez gervel ar gannaded da souten ar yezhoù rannvro. An hevelep re eo a oa bet aterset-groñs ganeomp e miz Genver, pa oa bet nac’het ur lezenn war ar c’helenn dre soubidigezh gant ar muiañ niver er Gambr. Betek ar 7 a viz Gouere emañ ar gannaded o studiañ ul lezenn “kevatalder ha keodedouriezh” ha kavet vez un nebeud melladoù a-du gant ar yezhoù Rannvro enni. Labouret hon eus gant un nebeud parlamantourien. Goulennataet hon eus an holl gannaded. Ma oa gwir o c’homzoù pa lavarent bezañ a-du gant karta Europa ar yezhoù rannvro e tlefent bezañ war al lec’h evit harpañ an araokadennoù-mañ, ha pa vefent arouezius anezho. Skrivet hon eus dezho ha gellout a reoc’h ober kement all. Emañ an titouroù en hol lec’hienn.
Gant ar plijadur ouzh ho kwelout d’an distro-skol, vakañsoù brav d’an holl !



A Diwan, il se passe tant de chose qu’on en attrape le tournis. Prenons le printemps 2016. Fin avril, nous avons modifié nos statuts et notre règlement intérieur lors de l’assemblée générale à Brest. Merci à la centaine de personnes présentes grâce auxquelles nous avons été assez nombreux pour atteindre le quorum.

Au même moment, on courrait en Bretagne. Pendant huit jours et huit nuits. De Saint-Herblain à Locoal-Mendon en passant partout-partout. Une Redadeg de 1700 km, des milliers de bénévoles et au final, 1769 km vendus ! Magnifique !

Pendant ce temps, la vie associative et scolaire poursuit son bonhomme de chemin. Chacun fait ce qu’il sait faire. Et le fait bien. Animations des comités de soutien, portes ouvertes, sorties pédagogiques, concours pour les étudiants de Kelenn… Dans le primaire, on ouvre à Saint-Herblain et La Mézière déménage à Guipel, à 12 km. Dans le secondaire, les collèges du Morbihan et de Loire-Atlantique s’apprêtent à emménager dans de nouveaux locaux alors que celui de Plésidy se prépare pour accueillir 80 élèves de 6e, 23 de plus que l’année précédente ! Formidable développement ! Dans tout le réseau, nous allons accueillir 240 élèves supplémentaires à la rentrée, soit une croissance avoisinant les 6%.

On se gardera pourtant de fanfaronner car à l’heure de boucler ce journal, nous sommes encore en train de recruter des enseignants pour le primaire et le secondaire. Bien que Kelenn forme, tous les ans, une dizaine d’étudiants au master enseignement, les effets de la pénurie d’enseignants nous donnent, chaque été, des sueurs froides. Car le jour de la rentrée, il faudra un maître dans chaque classe. A cette saison, y parvenir est l’objet de tous nos efforts.

Et comme tout cela ne suffit pas encore, nous nous mobilisons auprès des députés que nous avons tancés en janvier, quand la majorité avait bloqué une loi sur l’enseignement immersif. Jusqu’au 7 juillet, l’Assemblée nationale examine une loi « Egalité et citoyenneté » dont quelques articles peuvent être favorables aux langues régionales. Nous avons travaillé avec certaines parlementaires, nous avons interpelé tous les députés. S’ils étaient sincères quand ils se disaient favorables à la Charte européenne des langues régionales, ils devront être présents en séance et soutenir ces avancées, fussent-elles symboliques. Nous leur avons écrit, et vous pouvez en faire autant, les informations sont sur notre site.

Au plaisir de vous retrouver à la rentrée, bonnes vacances à tous !


Stéphanie Stoll
prezidantez@diwan.bzh



Roll ar pennadoù - Liste des articles


Buhez ar rouedad - La vie du réseau

- Emvod meur Diwan: statudoù nevez votet! / Assemblée générale du réseau: de nouveaux statuts votés!

- Un emvod kuzul merañ Diwan a zo bet e Gwened. / Une réunion du CA Diwan a eu lieu à Vannes.

- Ur skol nevez e Sant-Ervlan a-benn distro-skol 2016! / Une nouvelle école à Saint-Herblain à la rentrée 2016!

- Raktres-skol Plougastell-Daoulaz : donemat e rouedad Diwan! / Projet d'école de Plougastel-Daoulas: bienvenue dans le réseau Diwan!

- Kampionad Europa ar gourenoù keltiek: berzh en deus graet! / Succès du championnat d'Europe des luttes celtiques!

- Ar soubidigezh e Catalunya hag en Elsass. / L'immersion vue de Catalogne et d'Alsace.

- Efedoù ar soubidigezh war an empenn. / Les effets de l'immersion sur le cerveau.



Arc’hant ar rouedad – Les finances du réseau

- Arru eo deiziadur Diwan 2017 ! / Le calendrier Diwan 2017 est arrivé!

- Tombola Diwan 2016 : graet eo bet an dennadenn ! / Tombola Diwan 2016: le tirage a eu lieu!

- Kuzul rannvro Breizh / Conseil régional de Bretagne



Labourat gant Diwan – Travailler à Diwan

- Kelenn: stummadurioù dibar evit micherioù ar c'helenn! / Kelenn: des formations uniques pour les métiers de l'enseignement!

- Emañ ar rouedad Diwan o tuta! / Le réseau Diwan recrute!



Korn ar familhoù – Le coin des familles

- Kampoù vakañsoù e brezhoneg gant an UBAPAR! / Camps de vacances en breton avec l'UBAPAR!

- Lenn : ul lec'hienn nevez evit al levrioù e brezhoneg! / Lenn: un nouveau site pour les livres en breton!



A bep seurt – Divers

- Deiziadoù a-bouez buhez ar rouedad / Les dates importantes de la vie du réseau

- Darvoudoù er rouedad / Les manifestations dans le réseau


Evit lenn Keleier 22, klikit amañ / Pour lire le Keleier 22, cliquez ici:
http://www.diwan.bzh/rentankont/keleier22.pdf

 
 
Da welout ivez
  • Pennadoù diwar Diwan
  • Pennadoù digant lrn


    An hini lennetañ diwar-benn
    Diwan:

    Diwan, hiziv


    Pennadoù diwezhañ diwar-benn
    Diwan:



    Pajenn evit moullañ  
  • Displegoù :



    WebMaster  | Degemer  | Enklask 
    Copyright © 2001 Diwan Breizh. Pep gwir miret strizh.