Degemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan Breizh
Enklask 

Brezhoneg |  Français  
 2016-02-05 14:18:58D'ar yaou 21 a viz Gwengolo - S. Mazhev Kinnig |  Ar c'helenn |  Ar stummadur |  Pleustrek  
Takad an izili
Emezelañ
 
Mont e-barzh :
  Postel
  
  Ger tremen
   
Diwan Breizh
Kinnig

Ar c'helenn

Ar stummadur

Pleustrek

Nevezinti
Diwan Breizh

Ar skolioù :

Raktresoù ar skolioù nevez

Keleier an deiz
Mouchig-Dall

Bleu Breizh Izel

Radio e bzg


Kentelioù brezhoneg














 
Arru eo Keleier 20!
lrn - 05/02/2016

Le Keleier 20 est arrivé!

Pennad-stur - Edito Keleier 20

Daout hag ho peus dalc’het soñj eus an devezh ho peus gweladennet skol Diwan ho pugale ? Marteze e oa da geñver un devezh dorioù digor. Gwelet ho poa skritelloù lesliv gant bugale dorn-ha-dorn pe ur gerig e kazetenn ar c’horn-bro.

Abaoe pell ho poa soñj kas ho pugale da z-Diwan. Peotramant e oac’h diasur c’hoazh. : Ma ne gomzan ket brezhoneg hag an deverioù er gêr ? ha kement zo…

Bountet ho peus an nor. Nepell e rede ur bugel. Tud a oa, ar skipailh kelenn, familhoù ivez. Tresadennoù ouzh ar voger, binvioù seniñ war un daol, levrioù brezhonek, c’hoarielloù. Kafe tomm ha kouignoù pe krampouezh marteze ? Degemeret oac’h bet ha displeget oa bet an traoù deoc’h. En e buchoù e komze un den gant ho pugel ha naturel e oa evitañ. Moarvat eo se ar soubidigezh. A-gevret ho peus kavet ho plas er skol-mañ.

D’ar 26 ha 27 a viz C’hwevrer e vo aozet ganeomp an dorioù digor en ho 46 skol-vamm ha kentañ derez. Evit ar wech kentañ e teuio degadoù a familhoù. Degemeret e vint ganeomp ha dizale ez aint da ober diwan ganeomp. Ouzhpenn 4 100 bugel a zo skoliataet e Diwan dija ha niverusoc’h e vint c’hoazh d’an distro-skol a zeu. Tra ma digresk an niver a skolidi e Kornog Breizh ha ma kresk founnus ar boblañs e kerioù bras Naoned ha Roazhon e tiskouez hor c’hresk ingal eo ar raktres Diwan diouzh e amzer.

Ur raktres gwriezennañ ha digeriñ d’ar bed, ur raktres gant liammoù kreñv etre an dud, ur raktres ma ‘z eo pedet an holl da gemer e lod.


Vous souvenez-vous du jour où vous avez visité l’école Diwan de vos enfants ? C’était peut-être à l’occasion d’une journée de portes ouvertes. Vous aviez vu des affiches multicolores avec les trois enfants qui se tiennent par la main ou une annonce dans la presse locale.

Depuis longtemps, vous saviez que pour vos enfants, vous choisiriez Diwan. Ou peut-être étiez-vous encore incertains : Et si je ne parle pas breton, et le suivi des devoirs ? Et si ? Et si…

Vous avez poussé la porte, un enfant trottait à côté. Il y avait du monde, l’équipe enseignante, des parents d’élèves. Des dessins aux murs, des instruments de musique sur une table, des livres en breton, des jeux. Il y avait du café chaud et des gâteaux, ou était-ce des crêpes ? On vous a accueilli, on vous a expliqué. Quelqu’un s’est accroupi auprès de votre enfant et lui parlait en breton. Il trouvait cela tout naturel. Ça doit être cela l’immersion. Ensemble, vous avez trouvé votre place dans cette école.

Les 26 et 27 février, nous organisons les portes ouvertes dans nos 46 écoles maternelles et primaires. Des dizaines de familles viendront pour la première fois. Nous les accueillerons et bientôt, elles aussi feront Diwan, avec nous. Déjà plus de 4100 enfants fréquentent nos établissements, ils seront encore plus nombreux à la rentrée prochaine. Alors que le nombre d’élèves diminue dans l’ouest de la région et que les métropoles nantaise et rennaise connaissent une explosion démographique, l’accroissement régulier de nos effectifs est signe que le projet de Diwan est en phase avec son temps.

Un projet d’enracinement et d’ouverture sur le monde, un projet où priment les liens humains, un projet auquel chacun est invité à contribuer.


Stéphanie Stoll
prezidantez@diwan.bzh



Roll ar pennadoù - Liste des articles

Buhez ar rouedad - La vie du réseau
- War stern emañ adwelet ar statudoù, ezhomm hon eus ouzhoc’h ! / La révision des statuts avance, on a besoin de vous !
- Dorioù digor bras ar skolioù ! / Les portes des écoles grandes ouvertes !
- Ul lezenn evit hor skolioù dre soubidigezh! / Une loi pour nos écoles immersives!
- Bodad sturiañ ar raktresoù-skol / Comité de pilotage des projets d'écoles
- Kreizenn Kelenn : stummadurioù efedus / Centre Kelenn: des formations efficaces

Arc’hant ar rouedad – Les finances du réseau
- Penaos e vez prientet bujed Diwan? / Comment Diwan prépare son budget ?
- Emañ tombola Diwan 2016 o tont! / La tombola Diwan 2016 arrive!


Korn ar familhoù – Le coin des familles
- Kampoù vakansoù evit ar vugale / Les camps de vacances pour enfants
- Redadeg 2016: un tamm tommaat! / Redadeg 2016 : Echauffement !

A bep seurt – Divers
- Deiziadoù a-bouez buhez ar rouedad / Les dates importantes de la vie du réseau
- Darvoudoù er rouedad / Les manifestations dans le réseau


Evit lenn Keleier 20, klikit amañ / Pour lire le Keleier 20, cliquez ici:
http://www.diwan.bzh/rentankont/keleier20.pdf

 
 
Da welout ivez
  • Pennadoù diwar Diwan
  • Pennadoù digant lrn


    An hini lennetañ diwar-benn
    Diwan:

    Diwan, hiziv


    Pennadoù diwezhañ diwar-benn
    Diwan:



    Pajenn evit moullañ  
  • Displegoù :



    WebMaster  | Degemer  | Enklask 
    Copyright © 2001 Diwan Breizh. Pep gwir miret strizh.