Degemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan Breizh
Enklask 

Brezhoneg |  Français  
 2015-09-18 12:24:27D'ar merc'her 29 a viz Meurzh - Sz Gladez & Gwenlev Kinnig |  Ar c'helenn |  Ar stummadur |  Pleustrek  
Takad an izili
Emezelañ
 
Mont e-barzh :
  Postel
  
  Ger tremen
   
Diwan Breizh
Kinnig

Ar c'helenn

Ar stummadur

Pleustrek

Nevezinti
Diwan Breizh

Ar skolioù :

Raktresoù ar skolioù nevez

Keleier an deiz
Mouchig-Dall

Bleu Breizh Izel

Radio e bzg


Kentelioù brezhoneg















 
Kemennadenn ar rouedad Diwan a-zivout skol Pariz.
lrn - 18/09/2015

Communiqué du réseau Diwan concernant l'école de Paris.

Post skolaer serret e skol Diwan Pariz

Dre ma ne oa nemet 6 bugel er c'hlas e skol Diwan Pariz d'ar gwener 18 a viz Gwengolo eo bet divizet gant ar rouedad Diwan serriñ post skolaer diwezhañ ar skol-mañ. « serret eo da heul an diviz oa bet kemeret en emvod kuzul merañ d?ar 5 a viz Gwengolo » a zispleg Stéphanie Stoll, prezidantez Diwan. « war-fed ar bedagogiezh ha mont-en-dro ar gevredigezh n?eus ket trawalc?h a vugale siwazh evit ma yay en-dro ar skol. »

Evit ur post skolaer emañ ret kaout 14 bugel padal oa bet merzet gant izili ar c?huzul merañ ne oa nemet 3 bugel war al lec?h e devezh an distro-skol. Neuze oa bet kinniget ganto « gortoz betek an 18 a viz Gwengolo evit gouzout an niver a vugale ha divizout derc?hel en un doare dreist-ordinal ar post ma vez 10 bugel d?an devezh-se pe kas ar post-se da Vreizh ma ne vez ket tizhet an niver-mañ. »

E miz Gwengolo 2004 oa bet digoret skol Diwan Pariz gant 13 skoliad. E 2006 oa bet dilojet ar skol en ul lec?h brasoc?h ha feurmet da di-kêr Pariz. Kevrataet oa bet gant an Deskadurezh Stad e 2009 ha kresket e oa an niver a vugale betek 2012 gant 53 bugel. Ur bloaz goude ne oa nemet 27 skoliad enskrivet, 11 e Gwengolo 2014 ha 3 e distro-skol 2015.

Ouzhpenn diaesterioù lec?hel eo ar bellded a lak diaes kavout skolaerien evit post Pariz. Brasaet eo an diaester-se dre ma z?eo diaes tuta en holl vicherioù kelenn ha gant an diouer a gelennerien divyezhek e Diwan hag er c?hlasoù divyezhek a barelezh eurioù ivez.

« Un taol fall eo serradur post Pariz evit ar rouedad Diwan hag evit bretoned Pariz » eme Stéphanie Stoll. Degas a ra da soñj deomp ez eo a drugarez da youl dispar tud ar vugale war an dachenn e c?heller skoliata tost da 4100 skoliad. « Ganto ez a en-dro hor skolioù, skolajoù ha lise. Reizh eo laoskel kement a labour war chouk ar familhoù gant ar galloudoù publik ? Poent eo cheñch an traoù ! Ma vez tud warc?hoazh prest da sevel en-dro ar skol e sikourimp anezho. Skoazell oberiant ar galloudoù publik a vo ret neuze ! »


Fermeture du poste d?enseignant de l?école Diwan de Paris

Constatant la présence de 6 élèves en classe à l?école de Paris le vendredi 18 septembre, le réseau des écoles Diwan a fermé le dernier poste d?enseignant de cette école. « La fermeture fait suite à la décision que nous avons prise en conseil d?administration le 5 septembre, explique Stéphanie Stoll, présidente de Diwan. D?un point de vue pédagogique comme d?un point de vue associatif, l?effectif est malheureusement trop faible pour que l?école soit viable. »

Alors que le seuil habituel pour maintenir un poste d?enseignant se situe à 14 élèves, le conseil d?administration avait constaté que seuls trois enfants étaient présents le jour de la rentrée. Il avait donc proposé de « laisser jusqu?au 18 septembre pour veìrifier les effectifs et [deìcidé] du maintien aÌ titre exceptionnel du poste si 10 eìleÌves sont preìsents aÌ cette date, du deìplacement du poste en Bretagne si ce seuil n?est pas atteint ».

L?école Diwan de Paris a ouvert en septembre 2004 avec 13 élèves. En 2006, elle a déménagé dans de nouveaux locaux plus spacieux, loués à la mairie de Paris. Elle est passée sous contrat avec l?Education nationale en 2009 et ses effectifs ont cru jusqu?à atteindre, en septembre 2012, 53 enfants. Mais un an plus tard, seulement 27 élèves étaient inscrits, ils étaient 11 en septembre 2014 et 3 lors de la dernière rentrée.

Aux difficultés locales s?est ajouté l?éloignement géographique qui rend très ardu le recrutement d?enseignants pour le poste de Paris. Cette difficulté est accentuée par la crise de vocations touchant tous les métiers de l?enseignement et par la pénurie d?enseignants bilingues qui affecte Diwan mais aussi les classes bilingues à parité horaire.

« La fermeture du poste de Paris est un coup dur pour le réseau Diwan et pour les Bretons de Paris, déclare Stéphanie Stoll. Elle nous rappelle que si nous sommes capables de scolariser presque 4100 élèves, c?est grâce à un engagement phénoménal des parents sur le terrain. Ce sont eux qui font tourner nos écoles, nos colléges et notre lycée. Est-ce normal que les pouvoirs publics fassent peser sur des jeunes familles autant de responsabilités ? Il est temps que les lignes bougent. Et si demain, des familles sont prêtes à relever le défi de relancer l?école, nous les accompagnerons. Le soutien actif des pouvoirs publics sera alors indispensable. »

 
 
Da welout ivez
  • Pennadoù diwar Diwan
  • Pennadoù digant lrn


    An hini lennetañ diwar-benn
    Diwan:

    Diwan, hiziv


    Pennadoù diwezhañ diwar-benn
    Diwan:



    Pajenn evit moullañ  
  • Displegoù :



    WebMaster  | Degemer  | Enklask 
    Copyright © 2001 Diwan Breizh. Pep gwir miret strizh.