Degemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan Breizh
Enklask 

Brezhoneg |  Français  
 2015-07-09 11:01:22D'ar merc'her 29 a viz Meurzh - Sz Gladez & Gwenlev Kinnig |  Ar c'helenn |  Ar stummadur |  Pleustrek  
Takad an izili
Emezelañ
 
Mont e-barzh :
  Postel
  
  Ger tremen
   
Diwan Breizh
Kinnig

Ar c'helenn

Ar stummadur

Pleustrek

Nevezinti
Diwan Breizh

Ar skolioù :

Raktresoù ar skolioù nevez

Keleier an deiz
Mouchig-Dall

Bleu Breizh Izel

Radio e bzg


Kentelioù brezhoneg















 
Arru eo Keleier 18!
lrn - 09/07/2015

Le keleier 18 est arrivé!

Pennad-stur - Edito Keleier 18



Ha reizh eo se?
Ha setu! Un deiz bennak e tibaber Diwan evit skoliata hor bugale ha hep en em rentañ kont re vat eur lañset gant un istor brasoc'h eget an-unan : hini treuzkas ur yezh hag ur sevenadur ha hini ar c'henlabour. Da gentañ penn e lakaer hor poan en ur skol, en ur c'huzul skoazell, en ur skolaj pe en ul lise hag un deiz bennak ez a lod ac'hanomp da verour(ez) kuzul merañ ar rouedad. Un deiz bennak all e tiskler prezidant Diwan e vo poent kemer e blas. Gant souten izili ar c'huzul meran ha gant skoazell pemdeziek ar renerezh ha tud ar servijoù em eus dibabet kemer e karg prezidantelezh Diwan. Emañ ret degemer ar c'harg-mañ gant kement a lorc'h hag uvelded. Lorc'h o tileuriañ youl dibar diskouezet gant Diwan a-c'houde tost 40 vloaz, uvelded o vezañ ur vamm e touez ar re all.

Ha dao da gregiñ en-dro gant al labour a-youl vat ha prientiñ an distro-skol. Dibar e vo hini miz Gwengolo 2015. En tu all da 4 000 bugel a vo skoliataet e Diwan, 4 080 enskrivet, gant ur c'hresk tost da 6% ha gant ur skol nevez e Pontekroaz, e kreisteiz Penn-ar-Bed. Ha petra hon eus en hor c?herz evit brientiñ mat an distro-skol kenkoulz evit ar vugale hag evit ar skipailhoù pedagogiezh ? Aesoc'h e vo moarvat gant an emglev nevez sinet e miz Genver 2015 etre Diwan ha rektordioù Roazhon ha Naoned. Ne vo ket, siwazh ! Daoust ma kresko an niver a vugale, daoust ma tisklerie ar ministr kentañ e Brest e soutene Diwan, daoust ma oa bet prometet e vefe bet gwiriekaet karta europa ar yezhoù rannvro ha minorelezet...ez eus bet lamet postoù gant an Deskadurezh Stad e lec'h ma n'eus ket bet kollet bugel ebet (Brest, Lesneven ha Lannuon). Asantet oa bet reiñ deomp ur post ouzhpenn hepken ha 40 eurvezh ouzhpenn en eil derez nemet goude ur varc'hatadenn diwezhañ e fin miz Even.

Neuze e teu ar gounnar da heul al lorc'h hag an uvelded. An 38vet distro-skol a vo e Diwan hag ur wech ouzhpenn emañ ret stourm evit kinnig ur c'helenn e brezhoneg dre soubidigezh e skolioù digoust ha laik. Reizh eo se ?



Est-ce normal ?
Et voilà ! Un jour, on choisit Diwan pour scolariser ses enfants, puis, sans vraiment s?en rendre compte, on s?embarque dans une aventure plus grande que soi, celle de la transmission d?une langue et d?une culture et celle, terre à terre, du travail en commun. D?abord, on s?investit pour une école, pour un comité de soutien, pour un collège ou pour le lycée et puis un jour, certains d?entre nous deviennent administrateurs pour le réseau. Et un autre jour, le président de Diwan annonce qu?il faut prendre la relève. Avec le soutien du conseil d?administration et l?accompagnement quotidien de la direction et des services, j?ai choisi d?assurer la présidence de Diwan. C?est un rendez-vous qu?il faut accepter avec autant de fierté que d?humilité. Fierté de représenter l?extraordinaire dynamique incarnée par Diwan depuis presque 40 ans, humilité d?être un parent parmi tous les autres.

Et on se remet au travail bénévole. On prépare la rentrée. Septembre 2015 sera exceptionnel. Nous dépassons la barre des 4000 élèves, avec plus de 4080 inscrits, une croissance des effectifs de près de 6% et une nouvelle école à Pont-Croix, en Finistère Sud. Quels sont les moyens à notre disposition pour assurer une bonne rentrée aux élèves comme aux équipes pédagogiques ? La convention que nous avons signée en janvier 2015 avec les rectorats de Rennes et Nantes devrait faciliter les choses. Hélas non ! Alors que nos effectifs augmentent, alors que le Premier ministre clamait à Brest, son soutien à Diwan, alors qu?on nous promet de nouveau, de ratifier la Charte européenne des langues régionales et minoritaires? l?Education nationale a fermé des postes là où on ne perd aucun élève (Brest, Lesneven et Lannuon) et ne consent à un poste supplémentaire et à une quarantaine d?heures en secondaire qu?à la faveur d?un ultime marchandage à la fin du mois de juin.

Alors, aux sentiments de fierté et d?humilité succède l?indignation. C?est la 38è rentrée de Diwan et encore une fois, il faut lutter pour offrir un enseignement du breton par immersion, dans des écoles gratuites et laïques. Est-ce normal ?



Stéphanie Stoll
prezidantez@diwan.bzh



Roll ar pennadoù - Liste des articles


Buhez ar rouedad - La vie du réseau
- Klas 6ved : « Ar splujadenn ! » / L'entrée en 6ème : « Le grand saut ! »
- Felger ha Boulvriag : div skol nevez kevratet / Fougères et Bourbriac : deux nouvelles écoles contractualisées
- Pennoù nevez e Kuzul merañ Diwan / De nouveaux visages au conseil d?administration Diwan
- Kuzul ar skolioù : war-zu adnevezidigezh Diwan / Conseil des écoles : vers un renouveau associatif
- Perak e veze graet "kannad Diwan" eus Jean-Yves Cozan? / Pourquoi Jean-Yves Cozan était-il surnommé le « député Diwan » ?
- Gouren : ur strollad-labour nevez krouet / Gouren : un nouveau groupe de travail


Arc?hant ar rouedad ? Les finances du réseau
- Da Yann-Erwan Paveg, perc?henn Ti-krampouezh Skeud an Amzer e Ploudiern (Penn-ar-Bed) /
à Jean-Yves Pavec, propriétaire de la crêperie Skeud an Amzer à Plomodiern (Finistère)
- 1? evit Diwan : kampagn mikro-gwenneg e Gwern-ar Sec?h e miz Mae / 1? pour Diwan : campagne micro-dons à Vern-sur-Seiche en mai
- Arz evit diorren Diwan / L?art en soutien au développement de Diwan


Korn ar familhoù ? Le coin des familles
- Ali tud ar vugale / Paroles de parents


A bep seurt ? Divers
- Deiziadoù a-bouez buhez ar rouedad / Les dates importantes de la vie du réseau
- Darvoudoù er rouedad / Les manifestations dans le réseau



Evit lenn Keleier 18, klikit amañ / Pour lire le Keleier 18, cliquez ici:
http://www.diwan.bzh/rentankont/keleier18.pdf


 
 
Da welout ivez
  • Pennadoù diwar Diwan
  • Pennadoù digant lrn


    An hini lennetañ diwar-benn
    Diwan:

    Diwan, hiziv


    Pennadoù diwezhañ diwar-benn
    Diwan:



    Pajenn evit moullañ  
  • Displegoù :



    WebMaster  | Degemer  | Enklask 
    Copyright © 2001 Diwan Breizh. Pep gwir miret strizh.